Son Kuba

Ar son cubano[1], pe son Kuba, zo un doare sonerezh eus Kuba, ganet war-dro dibenn an XIXvet kantved.

Ar Sexteto Habanero.

C'hoarvezet eo eus ar changui, krouet gant Nené Manfugas e Guantánamo da gentañ, ha degaset en 1882 da g-carnaval Santiago de Cuba, hag a veze sonet gant tri soner da gentañ: paotr an tres, hini ar bongo hag ur benveg-seniñ bout, ar marimbula en deroù. Diazezet eo war ul lusk a beder mentad, ha n'en deus netra voutin, pe dost gant son Mec'hiko.

En 1909, ret d'ar baotred yaouank mont d'an arme, e vo gwelet soudarded eus Santiago de Cuba o vont da La Habana hag o tegas o sonerezh gante. Mont a ray ar son-se war vuanaat ha niver ar sonerien war gresk: c'hwec'h a vo er Sexteto Boloña, ha Sexteto Occidental, hag al laz Cuarteto Oriental a deuy da vout Sexteto Habanero. Tamm ha tamm e vo dilezet an danzon da seniñ son.

En Enez ar Pin e voe grouet ar sucu-sucu, brudet gant Eliseo Grenet.

Er bloavezhioù 1920 e oa brudet an Trio Matamoros, savet gant Miguel Matamoros gant kanaouennoù evel « Mamá, son de la Loma », « El que siembra su maíz »... Buan e teu lazoù-seniñ brasoc'h da geveziñ: ar Sexteto Munamar, ar c'h-Cuarteto Machín, o deus graet pladennoù a laka c'hoazh an dud goubet da drelatiñ gant ar blijadur.

En 1927 e oa Ignacio Piñeiro a grouas ar Sexteto Nacional. Pa zeuas al laz da vout ar Septeto Nacional gant an trompilher ouzhpenn, e voe un nevezenti en istor ar son : biskoazh ne oa bet klevet trompilh ebet c'hoazh evel pennbenveg.

En 1928 edo ar Septeto Nacional e Diskouezadeg hollvedel Sevilla en Spagn.

Diwezhatoc'h e kanas Rita Montaner, dezhi ur vouezh soprano, gant he fianoour Ignacio Villa, anavezetoc'h evel « Bola de Nieve » (Guanabacoa [Cuba], 1911 - La Habana, 1971) e Pariz gant pregón-són ar soner kuban Moisés Simons, « El Manicero ».

  1. Filmig : https://www.youtube.com/watch?v=s6Xu2x7PdpA

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search